Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —

a lavaré : Ar spi a zo maro er vro-man : hor c’hérent a zo bét évruz da véza dindan eun hévélep roué ; évid-omp n’hon euz hé wélet német évit anaout pébez coll hon euz gréat. Hé vévélien a wélé noz-déiz. Pa oé rentet an hénoriou divéza da Sésostris, éz oé eun ingroez épad daou zévez varnugent : pép hini a fellé dézan miret hé sqeuden en hé vénoz ; lod a fellé dézo béza léqéét en hé véz gant-han.

Ar péz a gresqé c’hoaz ar c’hlac’har, éz éo pénauz hé vab Boccoris né oa na garantézuz é qéver an erméazidi, na douguet d’ar sqianchou ha da hénori au dud vertuzuz. Hé réiz a oa bét abeq euz a gément-zé. Savet éz oa bét er gwaqder hag er fougué : né venné német d’hé blijaduriou, dismant a ré tinzoriou hén dévoa dastumet hé dud gant qément a boan ; hesqin a ré hé bopliou, ha suna goad an dud qéaz ; en divez heul a ré aliou strantal an touellérien iaouanq a oa en dro dézan, épad ma pelléé gant faé cuzuillou fur ar c’hozidi, péré ho dévoa bét créden hé dad. Ne oa qét eur roué, eur mil éz oa. Oll popl an Egypt a lénvé ; ha pétra bennag ma ré an hano a Sésostris, qér caret euz an Egyptianed, gouzanvi rén hé vab, ar mab a dlié en em goll, hag eun évélep prinç né allé qét blégna pell amzer eur rouantélez.

Ne allen qén menna distréi en Ithaq. Bez éz oen bac’het en eun tour war ribl ar mor é qichen Pélu-