Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —

ar Roué, ha né garont német ar madou a ro ; qén neùbeùt é caront anézan, m’hén trubardont évit caout hé vévéziou.[1]

Goudé Sésostris a ziscouézaz ar vrassa garantez em guéver : résolvet hén dévoa va digas en Ithaq gant listri ha gréou, évit dizanqa Pénélopès euz hé orguédérien. Al listri a oa daré da vont tré ; né sonjemp német da bigna ébarz. Estlammi a ren gant ar fortun, pini a sav en huella euz hé rod ar ré hé dévoa discaret. Qément-sé am léqéé da grédi é alfé Ulissès distrei en hé rouantélez goudé gouzanviou hir. Menna a ren ivé gwélet c’hoaz eun déiz Mentor, pétra bennag ma oa bét casset er broïou ar muia dianavézet euz an Ethiopia. Epad ma daléen eun neùbeùt, évit gouzout qélou anézan, Sésostris, pini a oa hoalet braz, a varvaz en eun taol, hag hé varo am distaolaz é disheuriou névez.

An oll rouantéléz a vanaz glac’haret ; pép rumm dud a grédé béza collet hé vignon, hé diwaller, hé zad. Ar c’hozidi, ô sével an daoulagad étrézeg an énv, en em esclamé : Biscoaz ar vro n’hén deuz bét eur roué par d’hé-man ! biscoaz n’hén dévézo unan hénvel out-han ! O douéou ! réd éz oa n’hén discouéz biqen d’an dud, pé el lézel atao hant-ho : pérag éo réd déomp béva c’hoaz goudé Sésostris ! Ar iaouanqiz

  1. E brezoneq tréfoet : faveuriou.