Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/49

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —

gant hé lost. Ar saé houarn em boa gwisqet, hervez boaz messaérien an Egypt, a viraz na véfen dispennet gant-han. Téir gwéach é tiscariz anézan ; téir gwéach é savaz ; leusqel a ré iudéréziou a léqéé ar c’hoajou da gréna. En divez é vouguiz anézan étré va divréac’h : hag ar messaérien, test euz va gounid, a réaz din gwisqa ar c’hroc’hen euz an anéval terrubl-zé.

Ar brud euz an obériou-man, euz sévénidiguez ar messaérien, en em sqignaz en oll Egypt ; hag é zeuaz pétég Sésostris. Gouzout a reaz pénauz unan euz an daou sclaved a oa bét qéméret ével Phénicianed hén dévoa léqéet an amzer aour da réna er gwéléac’hiou. Fallout a réaz dézan va gwélet, rag carout a ré ar Muzed, hag ar péz a ell qélenni an dud a dréanté péteg hé galoun. Gwélet a réaz ac’hanoun, ha va silaou gant plijadur : hag é anavézaz éz oa bét léqéet é fazi gant Métophis : barni a réaz anézan da véza bac’het évit choummadur hé vuez, hag é lammaz digant-han hé oll pinvidiguéziou. O pébez malévruz éz int ar ré a zo savet huelloc’h éguet ar ré all ! Aliez gwéac’h ar wirionéz né ell qét en em ziscouéz dezo : ar ré a zo en ho dro a vir né zeufé ho pété ; pép hini hén deuz kampi[1] d’ho touella, pép hini dindan neuz a oaz ha guz hé ioul. Manout a rafé é qaront

  1. E brezoneq tréfoet : intérest.