Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —

évit cana bréou an natur. Trémen a remp an dévéziou, hag eul loden euz an noz, ô cana kévret. An oll messaérien, oc’h ancounac’haat ho logou hag ho loened, a oa diflac’h en dro din épad ma kélennen anézo : manout a ré n’ho dévoa al léac’hiou-zé nétra qén a c’houéz, pép tra a oa c’houéq : sévénidiguez an dud a vané c’houéqaat an douar.

En em zastum a remp aliez évit azeuli en templ Apollon, euz a bini Thémosiris a oa béleg. Ar messaérien a zeué curunet a loré en hénor euz an doué : ar messaérézed a zeué ivé, en eur gorolla, gant curunennou flour, hag en eur zouga war ho fennou kestou ar ginnidigou sacr. Goudé an azeulidiguez é rémp eur préd-boéd dister ; hor meuziou ar c’houéqa a oa léaz hor gévr hag hon dénved, pini hor boa goroét hon-unan, gant frouéz hon dévoa névez cutuliet, ével an dattou, ar figuez, ar raisin : hor c’hadoriou a oa ar glazennou ; ar gwéz a roé déomp eun dishéol dudiussoc’h éguet baotou alaouret euz ar paléziou ar rouéed.

Mès ar pez a léqéaz va peûr-vruda éo m’en em daolaz eul léon naounniet war va chatal : déraoui a ré eur guiguérez horribl ; n’em boa német eur vaz a vessaer em zourn, hag ez iz hant-han erruz. Al léon a sao hé voué, a ziscouez hé zent hag hé grabanou, digor a ra hé c’hénou ; hé zaoulagad a van leun a c’hoad hag a dan ; en em sqei a ra a bép tu