Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —

gollo a ré hé unan tro ar béd, évit rei d’an dud an dévéziou hag an nosvéziou gant pép amzer. Apollon, dibourc’het[1] euz hé saézennou, ne gavaz nétra qén da ober német dioual loéned ar roué Admet. Gant ar binvijou a c’hoarié ; hag an oll messaérien a zeué dindan an huloc’h évit hé silaou. Péteg henn ho dévoa bévet en eur doaré gwéz ; ne wient német maéza al loéned, ho krévia, ho gôrô, hag ober fourmach : an oll méaziou a oa ével eur gwéléac’h.

Apollon a ziscouézaz dézo ar sqianchou a ell servichout da laqaat ar vuez da véza dudiussoc’h. Cana a ré ar fleuriou euz a béré en em gurun an névez amzer, ar c’houéz mad a sqign, har ar glazennou a ziouan dindan hé gaméjou. Goudé é cané an nosvéziou déliciuz euz an han, hag an aézennou leun a frescadurez. Qémesq a ré ivé en hé ganaouennou ar frouez alaouret gant péré an discar-amzer a c’hopr ar gounidéïen. En divez é tiscouézé ar c’hoajou ténval a c’holo ar ménéziou, hag ar stanqennou doun, é péré ar stériou, en eur trei ha distrei, a van c’hoari er prajéïer. Evel-sé é tiscaz d’an dud diwar ar méaz a bébez vréou a ell béza leun ho buez, gant ma ouzint tanva ar péz hén deuz an natur a vad. Hép dalé, ar messaérien a oé évrussoc’h éguet ar rouéed ; hag ho logou a c’holoé ar plijaduriou glan

  1. E galleq : dépouillé.