Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —

int taolet gant ar fortun, é tougont enno ho-unan pé-a-dra da brédéri ; hag an énou a dor an dud all, mémeuz é créiz ar plijaduriou, na ell qét dont péteg enno. Evruz ar ré a gar lenn, hag a ell caout levriou. En eur lavaret qément-sé é tréantiz en eur c’hoat ténval, é pini é caviz eur c’hoziad, pini en dévoa eul levr en hé zourn.

Ar c’hoziad-zé a oa eur béleg d’an Doué Apollon[1] : hanvet éz oa Thermosiris. Servich a ré an Doué en eur templ a varbr, savet er c’hoat-zé dré urz ar rouéed an Egypt. Al lévr hén dévoa en hé zourn a oa eul levr a hymnou en hénor an douéou. Tostaat a réaz ouzin gant carantez, hag en em léqéjomp da gompza étré-z-omp. Danévelli a ré qér brao an traou tréménet, ma crédet ho gwélet, mes danévelli a ré anézo é berz compziou, hag hé danévellou na énoué dén.

Hép dalé em c’haraz gant ténéridiguez, hag é roas din levriou évit va fréalzi : gervel a ré ac’hanoun va mab, hag é responten dézan aliez : Va zad, an douéou, péré ho deuz tennet Mentor diganén, ho deuz bét truez ouzin. Ho roet ho deuz din évit va scoazia. An dén-ze, hénvel oc’h Orphéus, pé Linus, a oa hép arvar mignon d’an douéou. Lavaret a ré din ar gwerziou hén dévoa gréat, hag é roé din ar ré calz a wersaé-

  1. Apollon, pé en héol, an Doué Sul, en hénor da bini ar Celted a save mein hir.