Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —

é qéver ar bopl ; argarz ar fall-meuleudiou, ha né ancounac’ha biqen pénauz né aller qét béza braz hép béza tréac’h d’an iouliou.

Ar c’hompziou divin-zé a dréantaz péteg gwéled va c’haloun ; névézi a réjont ennan al lévénez hag ar c’hourrach. Né oan qét dalc’het gant an horror-zé, pini a laqa ar bléo da sével war ar pen hag ar goad d’en em scourna er gwazied, pa zeu an douéou d’en em zisculia d’an dud. Sével a riz hép qéflusq, hag é qééliz[1] d’an daoulin, an daouarn savet warzu an énv, Minerva, euz a bini é kréden béza an diougan-zé. Neuzé en em gaviz eun dén all ; ar furnez a c’houlaoué va spéret ; caout a ren eun nerz névez évit tempsa va iouliou, hag évit énébi oc’h buander ar iaouanqis. Ober a riz d’an oll messaérien va c’harout ; va sentiguez, va c’hourrach, va aqét, a gounézaz én divez an dén criz Butiz, pini a oa mestr war an oll sclaved all, hag hén dévoa c’hoantéet da guenta va hesqin.

Evit gallout gouzanv gwelloc’h énou an dalc’hédigez hag an distro, é clasqiz levriou, rag pounnéréet éz oan gant an anqen. Evruz, a lavaren, ar ré a zeu da érézi ar plijaduriou fouguéuz, hag a oar caout ho hét en eur vuez compez. Evruz ar ré en em blich ô tisqi, hag a gar ar sqianchou. Péléac’h bennag ma’z

  1. Hag é qééliz. E galleq : et j'adorai : kééla, adorer, par extension de rechercher avec ardeur.