Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —

deuz é coulz ébet, hag a c’holo bépred lein ar ménéziou ; ha né gaver peurvaniou évit magadurez ar loéned német é touez ar réïer, é créiz ménéziou a darz. Ar stanqennou a zo qér doun, ma ell an héol a boan laqaat hé zaézennou da luia enno.

Caout a riz messaérien qér gwéz hag ar vro. Trémen a ren an nosvéziou oc’h heul eur vagad loéned évit miret oc’h buanégez eur pen-sclaf, pini ô spia caout an dizanqdet, a damallé hép éhan ar ré all, évit laqaat an oaz-zé da dalvézout. Butis a réd euz ar sclav-zé. Tléout a ren béza discaret en darvoud-man. Stardet gant ar boan é ancounac’haïz eun deiz va chatal, hag en em astenniz é tal eur mougéo war ar iéot, hag éno é c’hortozen ar maro, ô véza né allen qét béza tréac’h d’am anqen.

Neuzé ar ménez a zeuas da gréna, an déro hag an gwéz pin a vané disqen euz al lein, an avéliou a zalc’hé ho halan : eur vouéz sqiltruz a zeuas euz ar mougéo, hag a lavaraz : Mab Ulyss réd éo d’id béza braz ével-d’han, dré ar furnez hag ar gouzanv. Eur prinç hag a zo bét atao évruz, na zellez qét calz er béza : ar gwasqder a dor anézan, hag ar fougué en disqiant. Péguément a vézi évruz, mar deuez da drec’hi an disheur. Gwél a ri Ithaq, ha da c’hloar a bigno péteg an énv. Pa vézi mestr da guément a dud, man pénaus éz oud bét gwan, paour ha gouzanvus ével-d’ho ; en em blich da soulaji anézo ; béz leun a garantez