Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —

quét ar ré vad. Hor ranna a réaz, hag abaoué né allen qét gouzout pétra éz oa deut Mentor da véza. An ranadur-zé éz oé évid-omp eun taol foultr. Métophis a grédé bépred pénaus, en eur ober goulennou déomp a zaou du, ho laqafé da lavarout traou dishénvel : dreist ol é crédé va saouzanni dré bromessaou gaer, ha ma laqaat da lavaret a énep ar péz hén divijé lavaret Mentor. En divez, né glasqé qét léal ar wirionez, mès an abeg da rei da grédi d’ar roué éz oamp Phénicianed. Ha pétra bennag ma oa ar roué qér fur é teuas a ben d’hén touella, ha ni dinam.

Couscoudé Métophis hor cassaz étrézeg ar ménéziou euz ar gwéléac’hiou, gant hé sclaved, évit ma servichfemp gant-ho da zioualc’h ar bagadou loéned.

Aman Calypso a lavaraz da Délémaq : Pétra a rejot, c’houi da bini éz oa gwelloc’h mervel éguet béza sclav ? Télémaq a respontas : Va disheur a gresqé bépred, ne allen qét choaz étré ar maro hag ar sclavach ; réd éz oé béza sclav, ha laqaat da hesq[1] crisder ar fortun. Ne choummé din pelloc’h spi ébet, ha né allen qét mémeuz lavaret gér évit labourat d’am dizanqa. Mentor hén deuz lavaret din-mé a oa bet gwerzet d’an Ethiopianed, ha casset en Ethiopi.

Evid-oun éz iz è gwéléac’hiou horrubl : gwélet a rer énô tréaz entannet er compezennou, erc’h ha né

  1. Laqaat da hesq. E galleq : épuiser.