Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —

ra war an oll moriou, hép allout distrei en Ithaq, pini éo hé rouantélez. Clasq a ran anézan, hag ar reuz hén deuz gréat mar d’oun bét qéméret. Ra zeuio ho touéou d’ho miret d’ho pugalé, ha ma ellint anaout ar lévénez da véva gant enn tad qér mad.

Sésostris a sellé bépret ouzin gant truez ; mès c’hoantaat a réaz gouzout ma lavaren gwir, hag é léqéaz hor c’has da unan euz hé bennou gréou, pini a dléé gouzout euz ar ré ho dévoa qéméret hor lestr, ma oamp Grécianed, pé Phénicianed. Mar d’int Phénicianed éo réd castiza anézo daou guément, abalamour d’ho gaou, ha ma’z int énébourien ; mès, en énep[1], mar d’int Grécianed, fallout a ra din é vent deut mad, ha casset en ho mam-bro war unan euz va listri ; rag carout a rant ar Grécianed, meur a Egyptian hén deuz roet lézennou en ho bro. Anaout a ran nerz Herculès ; gloar Achillès a zo deut péteg ennoun ; souézet oun ô venna er péz a zo bét danévellet din euz furnez Ulyssès.

Ar pen gréou da bini éz oa roet ar gra-man da ardamézi, hén dévoa qement a fallagriez ével hén dévoa Sésostriz a vertuziou. Hé hano a oa Métophis ; goulennou a réaz déomp, evit hor saouzanni, ha pa wélas hén dévoa Mentor muioc’h a furnez éguet-oun, é sellaz out-han gant cassoni, rag an dud fall né gar

  1. E brezoneq tréfoet : er c’hontrol.