Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —

dévoa klemmou da ober dézan, pé aliou da rei. Ne faéé, na ne zistaolé, dén ébet, ha né grédé béza roué német évit ober ar mad d’hé sujidi, péré a garré ével hé vugalé. Evit an erméazidi, ho diguémer a ré gant madélez, hag é c’hoantéé ho gwélet, rag menna a ré é tisqer bépred eun dra bennag a dalvoudeq en eur zisqi bividiguez ha lavarou ar bopliou all. Barn a ré bemdez hé bopliou gant eur furnez dign euz ar vrassa veuleudi. Goudé béza labouret épad an deiz da reiza ar graou[1], ha d’ober gwir da béhip ni, en em ziscuize d’an noz, ô glévet an dud gwizieq, hag ô compza gant an dud gwirion péré a wié clasq mad. Ne alled lavaret nétra en hé énep, német m’hén dévoa triomphet gant ré a fougué euz ar rouéed tréc’het gant-han, ha m’hén dévoa bét ré a gréden en unan euz hé sujidi, euz a bini é compzin déoc’h hep dalé.

Pa wélas va iaouanqis bras ha va anqen, éz oé ténéréet. Goulen a réaz din euz a bé pro éz oan, pé hano em boa ; souézet ez oamp ô clévet ar furnez memeuz, ô compza dré hé c’hénou. Respont a riz : O roué braz, clévet ho peuz compza euz a stourm a Droa, pini hén deuz padet déq bloaz, hag euz hé zistruj, pini hén deuz coustet qément a c’hoad d’ar Grécianed. Ulyss va zad, a zo bét unan euz ar roueéd brassa ho deuz distrujet ar guéar-zé ; mont ha dont a

  1. E brezoneq tréfoet : an afferaou.