Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —

anaien en em enaoué ar c’hourrach é gwéled va c’haloun, pa gompzé din. Qérqent ha ma oemp deut é Memphis, qéar pinvidiq ha maniviq, ar blégner[1] a c’hourc’hémennaz éz afemp péteg Théba, évit béza casset dirag ar roué Sésostris, pini hén dévoa c’hoant da wélet an traou dreizan hé-unan, hag hén dévoa calz a aoz[2] a énep an Tyrianed. Pign a réjomp héd an Nil péteg ar guéar qér brudet a Dhéba, pini hé dévoa cant dor, hag é pé léac’h é c’hoummé ar roué braz. Ar guéar-zé a vané déomp braz divent ha muioc’h poplet éguet ar guéariou ar vrassa euz ar Greç. Reiz qéar a zo divlam évit ar péz a sell oc’h ar stréjou[3], réd an douriou, discadurez ar sqianchou, surentez qéariz. Leuriou-qéar[4] a zo bravéet[5] a feunteuniou hac a obélisqou ; an templou a zo gréat en marbr gant compézder ha brasder. Palez ar prinç a zo hé-unan ével eur guéar vraz : ne wéler ennan német colonennou marbr, pyramidennou, obélisqou, statuou, annéziou[6] aour hag arc’hant.

Ar ré ho dévoa hor c’héméret a lavaraz d’ar roué éz oamp bét cavet en eur lestr a Phénici. Silaou a ré, bemdez d’ar memeuz heuriou, ar ré euz hé sujidi ho

  1. E brezoneq tréfoet : ar gouarner.
  2. E brezoneq tréfoet : humor.
  3. E brezoneq tréfoet : ruiou.
  4. E brezoneq tréfoet : ar plaçennou.
  5. E brezoneq tréfoet : aornet.
  6. E brezoneq tréfoet : meubl.