Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —

nag mar d’eo hé wal heuriou brassoc’h éguet ho ré. Ho, ma alfé gouzout, er broïou pell é pé léac’h éo bet taolet gant ar gwal-amzériou, pénauz hé vab né d’éo henvét out-han, nag évit ar gouzanv, nag évit ar c’hourach, qément-sé a rafé dézan ar més ar brassa, a muioc’h a boan eguet hé oll disheuriou.

Goudé-zé Mentor a ré din ardamézi huelder ar vro euz an Égypt, é pini éz oa daou vil qéar varnuguent. Souézet éz oa ô wélet réiz mad ar géariou, ar gwir gréat d’ar paour a énep ar pinvidiq ; an descadurez mad roet d’ar vugalé, péré a oa boazet abred d’ar sentidiguez, d’al labour, d’ar sobrentez, d’ar studi ; an aqet évit cérémoniou ar religion, an ioul euz an hénor, al léaldet é qéver an dud, an doujanç évit an douéou, euz a bini pép tad a guélenné hé vugalé. N’en em scuizé qét da ardamézi an urz caër-zé. Evruz, a lavaré din-mé, ar bopl a zo blégnet euz eun hévélep doaré gant eur roué fur ! mès c’hoaz évrussoc’h ar roué a ra heur-mad qément a bopliou hag a gav hé hini er vertuz. Qenderc’hel a ra an dud gant eun éré calz créoc’h éguet an doujanç, hini ar garantez. Senti a rer out-han, hag oc’hpen é carer hen ober. Roué éo war ar c’halonou ; pép hini, pell diouc’h c’hoantaat en em zizober anézan, hén deuz aoun né zeufé eun droug bennag gant-han, hagé rofé hé vuez évit-han.

Ardamézi a ren ar péz a lavaré Mentor, hag é