Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/36

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —

ho popliou ével ma vent ho pugalé ; tanvit ar plijadur da véza caret gant-ho ; ha liqit évez é alfent biqen caout ar péoc’h hac al lévénez, hép menna ez int tléourien déoc’h euz a gément-sé. An rouéed n’ho deuz nép ménoz német d’en em ober douja euz ho sujidi, évit ho laqaat da véza sentussoc’h, a zo freillou an dud. Doujet int, evel ho deuz c’hoantéet, mès casséet ; argarzet int, hast ho deuz c’hoaz muioc’h da zouja a berz ho sujidi éguet ho sujidi euz ho perz.

Respont a ren da Ventor : Allas, né d’éo qét ar préd da venna hervez pé lavarou é tléer blégna : N’euz qén a Ithaq évid-oun ; biqen na vélimp nag hor mam bro, na Pénélopès. Ha pa zistrofé Ulyss, leun a c’hloar en hé rouantélez, biqén n’hén dévo ar lévénez d’am gwélet, na mé an heur-vad da senti out-han évit disqi gourc’hémenni. Marvomp, ô Mentor ; tra all ébet ne d’éo permettet déomp : marvomp pa n’euz an douéou nép truez ouzomp.

En eur lavarout qément-sé, é laosqen huanadou hir. Hoguen Mentor, pini a zoujé ar gwaliou araok ma oant deut, né wié qén ho douja pa gouézent warnézan. Mab indign euz ar roué fur Ulyssès, en em exclamaz, a lezel a ri’ta ar gwalliou d’as trec’hi. Gwézit pénauz é wélot eun déiz anézan en Ithaq, ha Pénélopès ; gwélet a réot oc’hpen, en hé vrassa c’hloar, an hini n’ho peuz biscoaz anavézet, an didrec’huz Ulyssès, pini na ell qét ar fortun discar, pétra ben-