Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —

En aner[1] é lavariz né oamp qét Phénicianed ; a boan é teurvejont va silaou : hor arvesti a réjont ével sclaved péré ar Phénicianed a esqemmé ; ha né vennjont német da denna gopr ac’hanomp. Dija é vélemp dour ar mor pini a wenna dré vescadurez hini an Nil, hag aochou an Egypt gozid[2] qén izel hag ar mor. Goudé é teujomp d’an énez a Pharos, tost d’ar guéar a Nô : alessé é pignjomp dré an Nil péteg Memphis.

M’hor bijé allet qémer eur plijadur bennag, é vijemp bét bamet ô vélet an douar strujuz euz an Égypt hénvel oc’h eur liors, douret gant eun niver braz a ganiou. Ne allemp qét teurl hon seUou var an daou aot, hép gwélet guériou pinvidiq, ménéziou superb, maéziou en em c’holoé pép bloaz euz ar médérez ar c’haéra, prajéier leun a chatal, gounnidéien pounnéréet dindan béac’hiou frouez, ha bugalé a scoé ann hégleo a zivar dro gant soniou drant ho binvijou.

Évruz, a lavaré Mentor, ar bopl a zo blégnet gant eur roué fur. Er puilder éma, bêv a ra laouen, hag é kar an hini da bini é tlé qément-sé. Evel-sé, a lavaraz c’hoaz, ô Télémaq, éo déoc’h réna, hag ober évrusdet ho pobliou ; ma ellit biqen, gant trugarez an douéou, laqaat var ho pen curunen ho tad. Carit

  1. E brezoneq tréfoet : é væn.
  2. E brezoneq tréfoet : cazi.