Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —

évid-oc’h oc’h-unan. Ar sqiant em euz en traou da zont, a ro din da c’houzout pénauz araok tri dévez ho pézo da stourmi oc’h popliou barbar, péré a zisqen ével eur froud[1] euz créac’h ar ménéziou évit distruj ho pro. En em hastit d’ho diaraogi : claoit ho popliou, ha laqit cass en qéar al loéned diniver ho peuz war ar méaz. Mar fals-diouganan déoc’h é ellot hon immoli a ben tri deiz ; hoguen mar déo gwir qément-sé, mennit na dléér qét lémel ar vuez digant ar ré ho deuz savéteet hon hini.

Acestès a oé souézet euz an assuranç vraz a Ventor. Gwélet a ran, erméaziad, a lavaraz dézan, pénauz mar doc’h bét gwal lodennet euz tu ar fortun, oc’h euz bét ar furnez pini a zal calz muioc’h. Qérqent é tisqémennaz an azeulidiguez, hag é roaz an urziou ez oa réd évit énébi oc’h ar bopliou barbar. Né wélet a bép tu nemet graguez spountet, cozidi croummet, bugalé bian, ô daélaoui, péré a zeué en qéar. Cas a réd qément a loéned, né alled qén gouzout é pé léac’h ho laqaat ; euz a bep tu é zoa eun trouz hag eur fourgas ar brassa. Ar pennou-qéar, péré a venné béza furoc’h éguet ar ré al, a grédé hén dévoa Mentor fals-diouganet évit savétéi hé vuez.

Araok divez an teirved dévez, épad ma oant leun euz ar c’hréden-zé, en em ziscouézaz war zinaou ar

  1. E galleq : torrent.