Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —


Télémaq, ô wélet éz oa bét lezet evit-han eun duniq a c’hloan ar floura, hag eur zaé a vong broudet en aour, a guéméraz eur plijadur hervez spéret eun den iaouanq, en eur sellet oc’h an traou caer-zé.

Mentor a lavaraz dézan gant eur vouez grévuz : Hac int-hi ar ménoziou-zé, ô Télémaq, ar ré a dlé béza er spéret mab Ulyss ? Mennit qentoc’h da véza tréac’h d’an disheur a ia d’ho heul. Eun den iaouanq a gar en em ficha ével a alfé ober ar merc’hed a zo indign euz ar furnez hag euz ar c’hloar. Ar c’hloar n’ez éo dléet német d’ar ré a oar gouzanvi ha flastra dindan ho treid ar plijaduriou.

Télémaq a respontaz, en eur huanadi : Ra zeuio an Douéou d’am laqaat da vervel qentoc’h évit lezel an dinerzdet hac ar gwaqder tréanti em c’haloun ! Nan, nan, mab Ulyss né vo qet trec’het dré donelléréziou eur vuez dic’hloar ha didalvez. Mès a bé léac’h é teu déomp béza diguéméret qer mad gant mestrès an énézen-man ?

Ho pézet aoun euz hé c’hunvéléziou muioc’h éguet euz ar c’herreq var béré éo bet bruzunet ho lestr. Na grédit qét ar péz a zanévello déoc’h. Ar iaouanqiz hén deuz eur gréden divent. Pétra bennag mar d’eo qér bresq,[1] é sonch allout pép tra dreizhan hé-unan, ha qement-sé hép droug : crédi a ra scanv ha

  1. E brezoneq tréfoet : frajil.