Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —

morgousqet ; ré-all, en eur trei ha distrei, a zeué c’hoaz war ho roudou, ével ma falfé dézo pignat warzu ho mammen,[1] hag é vané ne allent quittaat al léac’h déliciuz-zé. Gwélout a réd a bell ménéziou a ié d’en em goll er goabrennou, euz a béré an aoziou dinivéruz a ré eun dremm-wél[2] évit plijadur an daoulagad. Ar ménéziou tost a oa goloet a winiennou a gouézé é garlantéziou : ar raizin, sqédussoc’h éget ar moug, ne allé qét en em guza dindan an deillou, hag ar scourrou[3] a oa pounnéréet dindan béac’h ar frouez. Ar gwéz figuez, olivez, ar wézen greunneq, a calz a ré all, a c’holoé ar méaz, hag a ré anézan eur liorz braz.

Calypso, ô véza discouézet qément-sé oll d’an dén iaouanq, a lavaraz dézan : Éhanit ; ho qwiscou a zo glébiet, préd eo déoc’h kemma[4] anézo : goude en em wélimp, hag et tanévellin deoc’h calz a draou, euz a béré é viot tréantet. Neuzé ho cassaz, hén ha Mentor, er c’hampr ar pella euz eur c’héo tost d’an hini é pé léac’h é choummé. An nymphed ho devoa bét an aqet d’ober enô eun tantad gant qeuneud cedr, euz a béré ar c’houéz mad en em sqigné a bép-tu ; hag ho dévoa lezet gwiscou évit-ho.

  1. E brezoneq tréfoet : sourcen.
  2. E brezoneq tréfoet : horizon.
  3. E brezoneq tréfoet : brancou.
  4. E brezoneq tréfoet : changer.