Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —

eul lestr pini a oa o paouez penséa : tostou,[1] roénviérien casset tu-man tu-hont war an tréaz ; eur stur, eur wern, ha qerdin ô neui war an aot. Goudé é wélaz daou zen : unan anézo a vané coz, hag éguilé iaouanq hag henvel oc’h Ulyss. Béz'hén devoa hé c’houéqder gant hé vent hag hé valé leun a vrasder. An douéez a zizoloaz éz oa Télémaq, mab d’an haroz-zé ; mès pétra bennag ma ia squiant an douéou pelloc’h éguet hini an dud, né ellaz qét gouzout piou a oa an dén vénérabl-zé a ié kévret[2] gant Télémaq ; ha qément-sé, abalamour ma ell an douéou huelloc’h cuzet d’an douéou izelloc’h ar péz a blich dézo, ha Minerva, pini a ié kévret gant Télémaq, dindan aoz Mentor, ne fellé qét dézi béza anavézet gant Calypso.

Couscoudé Calypso en em laouénéé eus eur pensé a léqéé war hé énézen mab Ulyss, q’én hénvel oc’h hé dad. Mont a ra étrézeg ennan ; hag hép ober man gouzout piou éz éo : Euz a béléac’h, a lavaraz dézan, é teu déoc’h an herder da zont em énézen ? Gwézit, erméaziad iaouanq, ne zeuer qét dic’haou war va douarou. Clasq a ré da c’holei dindan compziou gourdrouzuz, al lévénez a zic’hlané en hé c’haloun, hag é luc’hé, a énep dézi, war hé dremm.

Télémaq a respontas : O c’houi, piou bennag éz oc’h, dén pé douéez, (pétra bennag na eller ho qé-

  1. E brezoneq tréfoet : bancou.
  2. A ié kévret. E brezoneq tréfoet : a accompagné.