Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/11

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


A R A O K - D É R O U . [1]


Sétu aman, va c’henvroïz, eur sqeuden euz dérou[2] al levr burzuduz hanvet Télémaq, pen-ober[3] euz an arc’hescop qer brudet Francès a Halégek euz ar vouden Fénélon. Ar scrivagner braz-zé hén deuz peintet, gant ar vréou[4] an dudiussa, ingin an dud, hag arvest[5] ar bed. N’ho peuz nép levr hénvel oc’h héman en ho iez,[6] ha ne ellan qet arvari[7] é gratéot anézan. [8] Clasqet em euz bépréd ar c’hompziou Celt, en eur venna,[9] gant an dud ar gwiziéqa, pénauz an iéziou estern qémesqet gant hini ar vro, a ro dézan eun aoz[10] divalo, ha ne all qét béza hétuz[11] d’ar ré er goar ervad.

ARDAMEZ. An daou v unvanet evellen : w, en em brononç evel ou ; német ma teufent goudé ar guériou, eur, ar, dré, anter, gwal, etc., hag ar re all a laq anézo da goll ar g, ez oa en ho raok ; neuzé e prononcer anézo ével ou, pé ével v, hervez aoz Léon.

  1. E galleq : avant-propos.
  2. E brezoneq tréfoet : commançamant.
  3. E brezoneq tréfoet : pen-oeuvr.
  4. E brezoneq tréfoet : ar charmou.
  5. E brezoneq tréfoet : spectacl.
  6. E brezoneq tréfoet : langach.
  7. E brezoneq tréfoet : Douéti.
  8. E gratéot anézan. E galleq : qu’il vous sera agréable.
  9. E galleq : en pensant.
  10. E brezoneq tréfoet : eun air.
  11. E galleq : agréable.