Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/302

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

r^lV^ ( Nag a zczir nag a eflet. Red eo: Adori Doue, Respeti hano Doue, Respeti devez an Aotrou Doue, Red eo d*ar vugale enori tad ha mam, Red eo da dad ha da vam diorren mad ho bugale, Red eo d*ar gristenien respeti an dud a ilis, Red eo d*ar servicherien respeti ho mistri, Red eo d’ar vistri respeti ho zervicherien, Red eo da zaou bried ober an eil eurusded egile. Maes dianveaz hon ti, e zeus tud all en dro deomp hag en ho c’henver hon deus ive deveriou. Evelse, red eo da genta: I. — Respeti bnez hon nessa Ar vuez a zo c’huec d’an den. Nveo ket souez. Eus eun tu, ar maro zo c’huero: n’oamp ket, er penn kenta, crouet evit mervel... Eus eun tu all, var ar vuez eo diazezet oll vadou ar bed-ma. Arabat eo rac-se : Na tenna he vuez digant den, Nag he diverraad, berr eo dija, Nag he renta pounneroc’h — poanius avoal!ac’h eo. Hor buez a zeu digant Doue: Doue, ebken, en deus guir d’he c’hrenna, d’he astenn, d’he mouga. Den ebed n’en deus ar guir-ze, dreizan he unan. Coulscoude, abalamour da vaga an urs vad ha da spounta an dud fall: Ar chouarnamant a c’hellbarn d’ar maro. Er brezell, e c’heller laza ar re en em zifen. E c’heller laza an hini a glasc tenna diganeomp hor buez : guelloc’h beza kiger eget beza leue. Ne damalfen ket eur plac’h iouanc hag a lasfe eun den bag a glasc he dishenori, ma na c’hell ket e gis all, en em sifenn diouthan. Ne damalfen ket, zoken, an hini evit difenn eur somm Digitized by GoOglC pempet gourchemenn