Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Yalc'h Wilh, 1935.djvu/51

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 51 —


Ha d’eur yoc’h re ’ beb oad, skignet
A-hed an douar penn-da-benn,
A skriv ar galleg hag hen lenn :
Eur yez talvoudus en holl bed,
Gant he fennoberou brudet ;
Eun téñzor da spered an dén !

Ne renkfont ket hiviziken
Koufoni amzer hag arc’hant
Gant forz trubuilh ha nec’hamant,
Krignet o buhez a-beziou
Ha risklet gwéañ o skïant
’Vit lonka briz velbiachou