Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Yalc'h Wilh, 1935.djvu/49

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 49 —


(Gand eun ijin-broda renet)
War eur pez mezer hir ledan ;
Ar pep pouezusa ’nê ’zo bet
War daou-ugent kaier skrivet
Gand Annaïg, e verc’h karet,
Groeg da vab ’n aotrou An Ostiz ;
En eul leor pa vint peurvoulet
E rint tric’hant pajenn fournis,
Pep skritur sot dispaket rust
Enne, ha distaolet ken just
Ken n’hallo kén ’n Akademi
Ouz ar Skïant-vat rebarbi ;
Ar Skïant reiz, d’an holl anat,
A sklêra er bed-mañ an dud,
D’ar re vras ’vel d’ar re vunut
O lâret groñs : — Gra da zlead !