Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Yalc'h Wilh, 1935.djvu/48

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 48 —



Reizskriva ’zo dibleg ha sklêr,
Hep testeni gaou pe amster ;
Kuit roestlad, na sin en aner.

’Vit sklerijenna ’n dud abaf
Stag ouz pep tra goz, hag a gav
Fent ha lorc’h, o vont dibreder
’Kreiz strouez roestlus an « orthographe »,
E serras hini a hini
Kement si fall a zo enni ;
Ha diwar o fenn, a-zevri
E nadoez e naouspet mil kraf
— ’Vel e vamm war e yalc’h vihan —
He deus linennou bras treset