Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Yalc'h Wilh, 1935.djvu/23

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —


Braset gwast arc’hant ha paper,
Pluennou, liv, poaniou, amzer,
Arôk m’hallfen ortografi
Diouz froudennou ’n Akademi !
Pebez kentel da benfolli,
’Lec’h mont diouz hent eeun lavar Breiz,
Ma skriver ji pa glever ji,
Ha pep son plênik, disoursi !

Perak eta n’emañ ket reiz
Skrid yez Vro-C’hall ha splann, dibleg,
Gwir, vel hini hon brezoneg ?
Siouaz, nag a goumoulenn du
War hec’h « ortographe » a bep tu ;
Pet sin gaouiat, trubard ha yud,