Daoust ouz da vestr ’teus disentet
Ha gantañ out bet kastizet,
Te ’oa d’in pôtr mat ken sentus ?
Pesord ’zo c’hoarveet, mabig ?
Lavar d’in-me pep tra diguz,
’Mei ’n eur ober d’ezañ daïk ;
Diskoue diguz d’az mamm an traou
Evit ma c’houveïmp hon daou,
Hag a-gevret ma kavimp-ni
Eun tu mat d’az tic’hlac’hari… —
Ar paotr, a-greiz huanadi,
Abeg e niñv a ziskulias :
— Pa zegoueïs er c’helenndi,