E voe gouest da lenn ha skriva
E brezoneg n’eus forz petra.
Neuze, dre ma wrie Anna,
Gwilh, stad ennañ eun tamm ha joa,
Stadig ennañ ha joa eleiz,
Azeet e korn an oaled,
Lennaduriou d’ei en deus grêt
Gwech skouerius, gwech fentus meurbet
E leoriou ha kelaouennou
Kouls hag e follennou distag
Leun a ganennou sakr, gwerziou,
Ha soniou koant ha divizou
Da vout kanet er panteou
Gand eur barz-baleer bennak
’Vel Rolland ha Yann Ar Minouz
War bep ton, lirzin pe c’hrignous
Da dud vat o daouarn a stlak…