Pajenn:Dottin - Louis Eunius.pdf/148

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
138
PREMIÈRE JOURNÉE.

72 r°

AR HENTAN SOUDAR a goms :

Me a meus quemeret ar boulou divisan[1],
a vel just a raeson, e hoarin da quentan ;
en negart dar barti, evel mo heus la(va)ret,
even contant ive a chomfe en daousec.

LOUIS antre hac a lar :

55 Bonjour, gevaillerien, terib e hoariet,
me [a] sonje evoaich o hoari ar fleuret ;
ma vijach o commans, pa ne noch nemet tri,
me mije laqua[e]t[2] ma arhant er barti.

AN EIL SOUDART

Poset ase, autro, iscuset eun neubet[3],
60 en fin ar barti man, neuse e hoarifet.

Ruilal a ra evoul ; Louis a dol anei gant eun toi troad.

AN EIL SOUDART a goms :

Autro, drouc gret o heus strinquan ma boul estroun ;
collet o heus ma sol gant o vaillantisou.
LOUIS

Ne ran nemet farsal ; petra hoare dide ?
Quemer helles da voul, a hoari a neve.

Quemer a ra evoul a hoari a neve ; Louis a ra eun
toi troait dei.

AR MEMES SOUDARD a goms :

65 Glevet [eta] autro, ifrontet o quavan ;
mar de da glas labour e och deu[e]t aman,
nam ne queret poves a donet da nem den,
nin a laquai cleve en dorn bremesouden.
Louis a den e gleve.

LOUIS a goms :

Me [a] renonc a gren da quement (a) sou er bet,
72 vo

70 na ne quet deur poultron o heus nem adreset ;

  1. 51 Le second i de divisan est corrigé dans le manuscrit par Luzel.
  2. 58 laquaet d’après 242.
  3. 59 iscuset autro poset ase eun neubet B. hon iscuset aotro ha poset eun
    neubet L.