Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/9

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 8 —

da vean an tad dimeus hon ineo. Mes mar eo Jesus an tad deus hon ineo, Mari e so ive ar vam, rag en eur rein dimp Jesus, e deus roet dimp ar guir vue, hag en eur gonsantin d’he varo voar ar groaz e deus hon ganet a neve d’ar vue dimeus ar c’hras. Mari eta, herve an Tado santel dimeus an Ilis, a so deut da vean hon mam spirituel, ha ze en daou vareat amser.

Da gentan, ar Verc’hes pa gonsevas, dre vertu ar Speret-Santel, an eil Ferson deus an Dreindet, a deuas da vean hon mam, rag e me sant Bernadin, adaleg neuse e commansas da bedin ha da intercedin evidomp ; adaleg neuse Mari hon douge oll en he c’halon, evel ma touge Jesus entre he daou goste. O Mari, hon dougen e rec’h eta oll, diganac’h e tennomp ar vue, bugale ec’h omp eta dac’h. Mes couscoude ar fe a disq dimp, deus eur peurs, penos n’ac’h eus bet nemet eur map, eur map uniq, ha deus eur peurs all e lennomp en Aviel penos ec’h eus laqet er bed ho map c’henan, ho map qentan ; ha piou benag a lavar ar map c’henan, ar map qentan, e ra scleramant da intent penos a so bugale all c’hoas. Pere eta, Guer-