Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 81 —

vet dan Otro Parisis, Escop deus a Langr gant ar person dimeus a Echenay, parous deus he escopti, an 19 deus a viz genver er bloa 1843.

« Otro n’Escop, scrivan ran evit ober d’ac’h c’hanaveout ar gonsolation em eus santet aboe em eus laqet ma farous dindan protection Mari. Bean em eus ebars ma farous voar-dro daou c’hant pere ac’h all communian. Er bloa 1841, em eus roet pemp cant communion ; er bloa 1842, em eus-he doublet. Ar Jubile a neus produet em farous freuz extraordinal. En peb amser ec’h oun bet contant avoalc’h dimeus ar merc’het voar ar pes a sell an deverio dimeus ar relijion ; mes evit ar baotred, na meus conveseet hini ebet aboe seis vloa so, nemet pa vije qestion de-he da dimesin pe d’a vervel. Dont a rent avoalc’h d’an ofiso, mes ma avijo, ma gourdrouzo, ma exortasiono, ma madeles, ma fedenno, oll oant inutil ; resistan e rent, en eur ansav penos ho defoa tor.

Ar bevaret sul deus Avant e colis ma oll esperans, evit ar Jubile, rag ar merc’het memeus na deujont qet d’ar pedenno, evel