Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/81

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 80 —

pehini eo Jesus-Christ, hag an douar, bro ar bec’herien, a resev digant he Map evit a re-man, an oll c’hraso a silvidiges. Ouspen, Mari a so c’hanvet gant an Ilis dor an env, evit reîn dimp da intent, eme sant Bonavantur, penos na neus moïen all ebet da antren er lec’h-se a evurusdet nemet dre Vari : enem adresomp eta da Vari, rag de-hi, eme sant Ildefons, a neus roet Doue an oll vado pere a neus c’hoant da distribuin d’he oll grouadurien ; entre he daouarn eman an oll tensorio, hag an oll pinvidigeso deus ar c’hras, ha ze, eme sant Per Damien, evit ober dimp, da gentan, caout eun hanoudeges vras en qefer Mari, ha dan eil, evit ober dimp compren penos silvidiges an oll a so laqet en bolante Mari.


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, caier 3, pajen 197.)


Chetu aman c’hoas eun exempl pehini a discoe dimp penos, evit obten distro ar bec’herien, a dleer enem adresin da Vari. Qement-man so tennet deus eur liser scri-