Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/205

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

met comjo a garante evit Doue pehini a nefoa bet qement ofanset ; d’an oll a tisclerie ec’h anoudeges evit ar Verc’hes da behini enem ansave dleour deus ar c’hras burzudus d’hen bean miret deus an ifern. Receo a ra an divean sacramancho, hag e varv en eur lezel, doun en calono an oll, an esperans deus he zilvidiges.


PEDEN.


Refuj ha souten ar bec’herien, pedet evidomp breman, pac’h huanadomp dindan ar bec’h deus hon fec’hejo : breman, pec’h omp qen tentet gant an droug speret : breman pec’h omp exposet da gen lies a danjer : breman en eur gir, pac’h omp voar ar poent da enem goll, pedet, Mari, pedet evidomp.