Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/201

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

mar nije an oll dud carante evit Mari, pehini a so qen carantezus, ha mar dije bepret recours de-hi, er momet deus an dentasion ; piou a deufe biqen da goean ! Ha collet a ve unan hepqen ? Henes a goe hag enem goll, eme ar memeus zant, pehini n’an eus qet recours da Vari. — Pe vefet, eme sant Thomas, goal gaset gant adversour ho silvidigez, groet evel ar lapouset pere, adaleg ma oelen ar sparfal, ec’h a buan da enem guan dindan diou aesqel ho mam : evelse, adaleg ma oelfeet an danjer, eet, c’hastet enem guan dindan diou aesqel, dindan protecsion Mari, rag hi eo ar lec’h a refuj voar gaad pehini a dle bean bepret distro hon daoulagad. » O santout hon miserio, hag oc’h anaveout tenerediges Mari en hon c’henver, leromp de-hi alies, mes mui a galon evit a c’heno : Santez Mari, Mam da Zoue, pedet evidomp breman, breman pac’h omp exposet da gen lies a danjer, ha sujet da gen lies, ha da gen bras ezomo !