Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/121

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 120 —

tecsion ho zouten en ho bue hag ho c’heuil en tu-all d’ar be, beteg ebars ar flamo deus ar purgatoar. Ho stad a denn voar an ineo-man true ar Verc’hes, rag na ellon qet enem sicour, na diminuin netra deus ho foanio. Mes, Mari, evel hen asur dimp sant Bernardin, a neus en qualite a Rouanez eur certen domani voar ar prison-ze en pehini justis Doue a berachu da burifian an ineo just. Mari a disqen er lec’h-ze a devoalijen hag a boan, evit confortîn hag ancourajîn an ineo-ze dre he fresans. An hano hepqen deus a Vari prononset er purgatoar, e ra d’an ineo just ar memeus efet evel eur goms a gonsolation d’eur c’hlanvour : ha pedenno Mari a so evit an anaon, evel eur c’hlisen pehini a doussa hag a voug an tann pehini hen poac’h. Raportet eo penos en dez oa bet Mari douget d’an env gant an aele, ec’h obtenas digant he Map an delivrans deus an oll ineo ar purgatoar, hag ho c’hasas gant-hi d’an envo. Sant Denis a asur ive penos c’hoas, en he goelio caer, Mari a disqen er purgatoar gant eun nombr a sele, ha penos e telivr cals deus he servijourien. An oll arc’h anav ar faveur meurbet extraor-