Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/84

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
75
SANT MARC, VI.

c’houriz ; (9) mes e rankjent mond en hent gant sandalou en ho zreid, hag heb dougen diou zae. (10) Lavaret a reaz ive dezhe : E pe ti-benag ma c’hantreot, choumit enhan bete ma’z eot kuit euz al leac’h-se. (11) Ha piou-benag n’ho tigemoro ket, ha na zelaouo ket ac’hanoc’h, pa’z eot kuit ac’hane, hejit ar boultren euz ho treid en testeni a-enep dezhe. E gwirionez hen lavaran deoc’h, eassoc’h e vezo da Sodom ha da Gomor en deiz ar varn, eged d’ar gear-ze. (12) O veza eat kuit, e prezegjont d’an dud en em gonvertissa, (13) hag e kasjont kuit kalz a zrouk-sperejou, hag ec’h eoljont gant eôl kalz a dud klanv, hag e iac’hejont anezhe.

(14) Hogen, ar roue Herodes a glevaz komz euz a Jesus, rag he hano a oa dija brudet braz, hag e lavaraz : Ar Ian-ze, pehini a vadeze, a zo savet a-douez ar re-varo ; ha se a zo caoz ma veler burzudou great ganthan. (15) Re all a lavare : Elias eo hennes ; ha lod all a lavare : Eur profet eo, pe evel unan euz ar brofeted. (16) Herodes eta, o veza klevet komz divar he ben, a lavaraz : Hennes eo Ian, an hini em euz lakeat da zibenna ; savet eo a-douez ar re varo.

(17) Rag Herodes hen doa kasset tud da gregi e Ian, hag hen doa lakeat he staga er prizon, abalamour da Herodias, greg Philip, he vreur, rag hen a oa dimezet dezhi. (18) Rag Ian a lavare da Herodes : N’eo ket permetet d’id kaout greg da vreur. (19) Rag-se Herodias he doa drouk outhan, hag he doa c’hoant d’hen laza ; (20) mes na helle ket, rag Herodes a zouje Ian, o c’houzoud e oa eun den just ha santel ; respet hen doa evithan ; ober a rea memeus meur a dra hervez he avizou, hag hen selaou a rea gant plijadur. (21) Mes eun dervez favorabl a erruaz. Herodes, da zeiz he c’hanedigez, a reaz eur fest d’ar pennou braz euz he balez, d’he genta officerien, ha d’ar re huella euz a C’halile. (22) Merc’h Herodias a antreaz eno, hag o veza danset, ha plijet da Herodes ha d’ar re a oa azezet ouz taol ganthan, ar roue a lavaraz d’ar plac’h yaouank : Goulen diganen ar pez a giri, hag hen roin d’id. (23) Hag e touaz dezhe : Petra-benag a c’houlenni diganen, me hen roio d’id, ha pa vez an hanter euz va rouantelez. (24) Hag, o veza eat er meaz, hou-man a lavaraz d’he mam : Petra a c’houlennin-me ? Hag he mam