Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/83

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
74
SANT MARC, VI.

(37) Ha na bermetaz da zen mond var he lerc’h, nemed da Ber, da Jakes ha da Ian, breur Jakes. (38) O veza erruet en ti ar chef euz ar sinagog, e velaz an drouz vraz a oa ganthe ha tud o wela, hag o crial var bouez ho fen. (39) Hag o veza eat ebarz, e lavaraz, dezhe : Perag e rit-hu an drouz-ze, ha perag e welit-hu ? N’eo ket maro ar bugel, mes kousket hep-ken. (40) Hag e rent goab anezhan ; mes hen, goude beza great dezhe holl mond er meaz, a gemeraz tad ha mam ar bugel, hag ar re a oa assambles ganthan, hag ec’h antreaz el leac’h ma oa gourvezet ar bugel. (41) Hag, o veza kemeret he dorn, e lavaraz dezhi : Talitha coumi ; da lavaret eo : Plac’h vihan, sav, me hen lavar d’id. (42) Ha rag-tal ar plac’h vihan a zavaz hag en em lekeaz da vale, rag daouzec vloaz he doa. Hag e oent souezet meurbed. (43) Hag e c’hourc’hemenaz stard dezhe lakaad evez na ouvezje den kement-se ; hag e lavaraz dezhe rei dezhi da zibri.


CHABISTR VI.


J ESUS o veza eat achane, a zeuaz d’he vro he-unan, hag he ziskibien a heulliaz anezhan.

(2) Ha pa oe deuet deiz ar sabbat, e commansaz da gelen er sinagog ; ha kalz, o klevet anezhan, a oe souezet meurbed, hag e lavarent : A be leac’h e teu an holl draou-ze d’an den-man ? Petra eo ar furnez ze a zo bet roet dezhan, hag a be leac’h e c’hoarvez ma veler burzudou ker braz great dre he zaouarn ? (3) Ha n’eo ket he-man ar c’halvez, mab Mari, breur Jakes, Joses, Jud ha Simon ? He c’hoarezed ha n’emaint-hi ket aman ganeomp ? Hag e kavent leac’h enhan da veza scandalizet. (4) Mes Jesus a lavaraz dezhe : Eur profet n’ed eo disprizet nemed en he vro, e-touez he gerent hag en he di he-unan. (5) Ha na hellaz ober eno burzud e-bed, nemed ma iac’heaz eun niver bihan a dud klanv, en eur lakaad he zaouarn varnezhe. (6) Hag e oa souezet o velet ne gredent ket ; hag ez eaz dre ar villajennou tro-var-dro, en eur gelen.

(7) Neuze e c’halvaz an Daouzec, hag e commansaz ho c’has daou-ha-daou, hag e roaz dezhe galloud var ar sperejou impur ; (8) hag e tifennaz outhe kemer netra evit an hent, nemed eur vaz hep-ken ; na bissac’h, na bara, nag arc’hant en ho