Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/82

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
73
SANT MARC, V.

Kea d’az ti da gavoud da dud, ha lavar dezhe an traou burzudus hen deuz great an Aotrou d’id, ha penaos hen deuz bet truez ouzid. (20) Hag ez eaz kuit, hag en em lakeaz da ziscleria en Decapolis an traou burzudus hen doa great Jesus dezhan ; hag an holl a oe souezet braz.

(21) Jesus o veza adare treuzet ar mor er vag hag eat d’an tu all, eur foul braz a dud en em zastumaz en dro dezhan, hag hen a oa tost d’ar mor.

(22) Hag unan euz a chefou ar sinagog, hanvet Jairus, o veza gwelet anezhan, en em daolaz d’he dreid, (23) hag a bedaz stard anezhan, en eur lavaret : Va merc’h vihan a zo prest da vervel ; deuz da astenn da zaouarn varnezhi, evit ma vezo iac’heet, hag e vevo. (24) Ha Jesus a ieaz ganthan ; hag e oe heulliet gant eur bobl vraz, pehini a waske anezhan.

(25) Neuze eur vaouez, hag a oa klanv gant an dioada abaoe daouzec vloaz, (26) hag he doa souffret kalz etre daouarn meur a vedeusin, hag he doa dispiniet kement he doa, hep kaout soulajamant e-bed, mes kentoc’h en em gavet gwassoc’h c’hoas, (27) o veza klevet komz euz a Jesus, a zeuaz a-ziadre e-touez ar foul hag a douchaz ouz he zae. (28) Rag lavaret a rea ; Mar gellan hep-ken touch ouz he zae, e vezin pare. (29) Ha rag-tal he dioada a ehanaz ; hag e santaz en he c’horf e oa pareet euz he c’hlenved. (30) Kerkent, Jesus oc’h anaoud enhan he-unan ar vertuz a oa eat euz anezhan, a zistroaz e-kreiz ar bobl, en eur lavaret : Piou hen deuz touchet ouz za dillad ? (31) Hag he ziskibien a lavaraz dezhan : Gwelet a rez e wask ar bobl ac’hanoud, hag e leverez : Piou hen deuz touchet diouzin ? (32) Hag e selle en dro dezhan, evit gwelet an hini hen doa great kement-se. (33) Neuze ar vaouez, spountet hag en eur grena, o c’houzoud ar pez a oa bet great enhi, a zeuaz hag en em daolaz d’he dreid, hag a lavaraz dezhan ar wirionez var he hed. (34) Ha Jesus a lavaraz dezhi : Va merc’h, da feiz hen deuz da zaveteet ; kea en peoc’h ha bez pare euz da glenved.

(35) Pa oa c’hoas o komz, e teuaz tud euz a di ar chef euz ar sinagog da lavaret dezhan : Da verc’h a zo maro ; na choum ket pelloc’h da skuiza ar Mestr. (36) Kerkent ha m’hen doe Jesus klevet ar gomz-ze, e lavaraz da chef ar sinagog : Bez hep aoun, cred hep-ken.