Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/81

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
72
SANT MARC, V.

Gadarened. (2) Ha kerkent ha ma oe diskennet Jesus euz ar vag, e teuaz d’he zialben eun den a oa o tond euz ar beziou, hag a oa possedet gant eur spered impur. (3) He-man a rea he choumach er beziou, ha ne halle den he zerc’hel stag zoken gant chadennou ; (4) rag alies, goude ma oa bet lakeat hualou var he dreid, ha ma oa bet staget gant chadennou, e oa bet diframmet ganthan ar chadennou ha toret an hualou ; ha den na helle dond a-ben anezhan. (5) Hag e choume atao, noz deiz, var ar meneziou hag er beziou, o crial hag oc’h en em vlonsa gant mein.

(6) Pa hen doe gwelet Jesus a-ziabell, e teuaz en eur redec d’en em brosterni dirazhan, (7) hag e lavaraz, en eur grial a vouez huel : Petra a zo etre te ha me, Jesus, Mab an Doue Holl-galloudec ! Da gonjuri a ran, dre an hano a Zoue, na dourmant ket ac’hanoun. (8) Rag Jesus a lavare dezhan : Spered impur, kea er meaz euz an den-se. (9) Ha Jesus a c’houlennaz diganthan : Pe hano ec’h euz ? Hag hen a respontaz : Lejion eo va hano, o veza ma’z omp kalz. (10) Hag e pede stard anezhan na gasche ket anezhe er meaz euz ar vro-ze.

(11) Hogen, bez’ e oa eno, var gostez ar meneziou, eur vanden vraz a voc’h o peuri. (12) Hag an holl drouk-sperejou a bede anezhan, en eur lavaret : Kas ac’hanomp er moc’h-ze, evit ma’z aimp enhe. Ha rag-tal Jesus a bermetaz dezhe. (13) Neuze ar sperejou impur-ze, o veza eat er meaz, a antreaz er moc’h, hag ar vanden, a oa anezhe var-dro daou vil, en em daolaz d’an traon er mor, hag e oent beuzet eno. (14) Hag ar re a oa o vessa ar moc’h a redaz kuit, hag a gassaz ar c’helou-ze en kear ha var ar meaz. (15) Hag an dud a zeuaz er meaz da velet ar pez a oa c’hoarvezet ; hag e teujont etrezeg Jesus, hag e veljont an hini a oa bet dalc’het gant al lejion a zrouk-sperejou, azezet, gwisket hag en he skiant vad ; hag e teuaz aoun braz dezhe. (16) Hag ar re ho doa gwelet kement-se, a gontaz dezhe ar pez a oa c’hoarvezet gant an den possedet ha gant ar moc’h. (17) Neuze en em lekejont d’hen pedi da vont kuit euz ho bro.

(18) Ha pa oe pignet er vag, an hini a oa bet dalc’het gant an drouk-spered a bedaz anezhan d’hen lezel da choum ganthan. (19) Mes Jesus na bermetaz ket dezhan, hag a lavaraz dezhan :