Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/80

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
71
SANT MARC, IV.

lammet diganthan zoken ar pez hen deuz.

(26) Lavaret a reaz c’hoas : Rouantelez Doue a zo henvel ouz eun den hag hen deuz taolet had en douar ; (27) pe hen a gousko pe hen a vezo var ar bale, koulz en noz evel en deiz, an had ne ehan ket da ziwann ha da greski hep ma oar an den penaos. (28) Rag an douar a ro anezhan he-unan, da genta ar yeot, neuze an damoezen, ha goude-ze ar c’hreunen en damoezen. (29) Ha pa vez dare ar frouez, e lekeer rag-tal ar fals enhan, rag an eost a zo deuet.

(30) Lavaret a eure c’hoas : Deuz a betra e lavarimp ez eo henvel rouantelez Doue, pe dre be seurt parabolen ec’h hallimp-ni hen rei da gompren ? (31) Henvel eo ouz eur c’hreunen moutard, pehini, pa vez hadet, a zo ar bihana euz an holl hadou a vez taolet en douar ; (32) mes goude ma vez hadet, e sav hag e teu da veza brassoc’h eged an holl louzou all, hag e taol brancou braz, en hevelep doare ma hell lapoused an env choum dindan he disheol.

(33) Dre galz a barabolennou euz ar seurt-se e tisclerie dezhe ar Ger, hervez ma c’hallent compren anezhan. (34) Ha na gomze ket outhe hep parabolen ; mes, pa en em gave he-unan gant he ziskibien, e tisclerie pep tra dezhe.

(35) En devez-se, pa oe deuet an abardaez, e lavaraz dezhe : Tremenomp en tu all d’ar mor. (36) Hag o veza kasset kuit ar bobl, e kasjont Jesus ganthe evel ma oa er vag ; ha bez’ e oa ive bagou bihan all hag a iea assambles ganthan. (37) Neuze e savaz eur barrad gwall amzer, hag o veza ma en em daole ar mor var ar vag, e oa erru dija karget a zour. (38) Mes hen a oa e pen adre ar vag, kousket var eur pluec ; dihuna a rejont anezhan, hag e leverjont dezhan : Mestr, ne rez van e-bed eta, vid hon gwelet o vond da goll ? (39) Mes hen, o veza dihunet, a gomzaz gant otorite ouz an avel, hag a lavaraz d’ar mor : Ro peoc,h ha choum sioul. Hag an avel a davaz, hag an amzer a zeuaz da veza calm braz. (40) Neuze e lavaraz dezhe : Perag hoc’h euz-hu aoun ? Penaos n’hoc’h euz-hu ket a feiz ? (41) Hag int spouronet-holl a lavare an eil d’egile : Piou eta eo he-man, pa rank zo-ken an avel hag ar mor senti outhan ?


CHABISTR V.


ARRUOUT a rejont en tu all d’ar mor, en bro ar