Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/53

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
44
SANT VAZE, XXII.

c’henta mean-corn ; gant an Aotrou eo bet great kement-man, hag eun dra souezus eo d’hon daou-lagad ? (43) Rag-se hen lavaran deoc’h, rouantelez Doue a vezo lammet diganeoc’h, ha roet da eur bobl hag a roio ar frouez anezhi. (44) Piou-benag a gwezo var ar mean-ze a vezo brevet ; ha friket a vezo piou-benag a gwezo ar mean-ze varnezhan.

(45) Pa ho doe prinsed ar veleien hag ar Farizianed klevet ar parabolennou-man, ec’h anavezjont e komze divar ho fen ; hag e klaskent cregi enhan ; mes aoun ho doa rag ar bobl, rag kemeret a reant Jesus evit eur profet.


CHABISTR XXII.


JESUS a gomzaz c’hoas outhe dre barabolennou, hag a lavaraz :

(2) Rouantelez an envou a zo henvel ouz eur roue pehini a reaz eured he vab ; (3) hag e kassaz he vevelien da c’hervel ar re a oa bet pedet d’an eured ; mes ne fellaz ket dezhe dond. (4) Kas a reaz adare mevelien all en eur lavaret dezhe : Livirit d’ar re a zo pedet : Va lein em euz preparet : va eujened ha va loened lard a zo lazet, ha pep tra a zo prest ; deuit d’an eured. (5) Mes int na rejont van e-bed euz a gement-se, hag ez ejont kuit, unan d’he vereri, hag eun all d’he drafic. (6) Hag ar re all a grogaz en he vevelien, ho gwall-dretaz, hag ho lazaz. (7) Pa glevaz ar roue kement-se, e savaz drouk enhan, hag o veza kasset he zoudarded di, e tistrujaz ar vuntrerien-ze, hag e tevaz ho c’hear. (8) Neuze e lavaraz d’he vevelien : An eured a zo prest, mes ar re a oa pedet ne oant ket dign. (9) It eta er c’hroaz-hentchou, ha pedit d’an eured ar re holl a gavfot. (10) Hag he vevelien, o veza eat dre an hentchou, a zastumaz kement a gavjont a dud, mad ha fall, ha sal an eured a oe karget a dud pere a oa ouz taol. (11) Hag ar roue, o veza eat ebarz evit gwelet ar re a oa ouz taol, a velaz eno eun den ha n’hen doa ket gwisket eur zae a eured. (12) Hag e lavaraz dezhan : Va mignon, penaos oud-de antreet aman hep kaoud eur zae a eured ? Hag he-man a choumaz serret he c’henou. (13) Neuze ar roue a lavaraz d’ar vevelien : Ereit he zaouarn hag he dreid, kassit anezhan kuit, ha taolit-hen en devalijen a-ziaveaz ; eno e vezo ar gwelvan hag ar skrign-dent. (14) Rag kalz a zo galvet, mes neubeud a zo choazet.