Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/503

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
494
APOCALYPS, XXII.

glev, lavaro ive : Deuz. Hag an hini hen deuz sec’hed, ra zeuio ; ha piou-benag a fell dezhan kaoud dour beo, recevo en gratis.

(18) Discleria a ran da gement hini a glev komzou ar brofesi euz al levr-man, penaos mar deu unan-benag da lakaad en-ban ger e-bed ouz-pen ar pez a zo scrivet, Doue a lakai da gweza varnezhan ar gouliou a zo scrivet el levr-man ; (19) ha mar deu unan-benag da lemmel euz a gomzou al levr a brofesi-man, Doue a lammo he lod euz al levr ar vuez, hag euz ar gear zantel, hag euz an traou a zo scrivet el levr-man.

(20) An hini a ro testeni euz an traou-man, a lavar : Ia, dond a ran, dizale. Amen ! Ia, deuz, Aotrou Jesus !

(21) Gras hon Aotrou Jesus-Christ ra vezo ganeoc’h holl ! Amen.




FIN.