Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/500

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
491
APOCALYPS, XXI.

lenn a dan : hennes eo an eil maro. (15) Ha piou-benag na oe ket kavet scrivet el levr a vuez, a oe taolet el lenn a dan.


CHABISTR XXI.



GOUDE-ZE e veliz eun env nevez hag eun douar nevez ; rag an env kenta hag an douar kenta a oa tremenet, hag ar mor ne oa mui. (2) Ha me, Ian, a velaz ar gear zantel, ar Jerusalem nevez, o tisken euz an env a-gichen Doue, kempennet evel eur vreg-yaouank evit he fried. (3) Hag e kleviz eur vouez vraz euz an env, hag a lavare ; Setu tabernacl Doue gant an dud, hag hen a rai he zemeurans ganthe ; int a vezo he bobl, ha Doue he-unan a vezo ganthe, hen a vezo ho Doue. (4) Ha Doue a zec’ho an holl daelou euz ho daou-lagad, hag ar maro na vezo mui. Na vezo mui na kaon, na garm, na poan ; rag an traou kenta a zo tremenet. (5) Hag an hini a oa azezet var an tron a lavaraz : Setu, ober a ran nevez an holl draou. Neuze e lavaraz d’in : Scriv ; rag ar c’homzou-man a zo gwirion ha sur. (6) Lavaret a reaz d’in ive : Achu eo pep tra ; me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin. D’an hini hen deuz sec’hed e roin en gratis euz a feunteun an dour a vuez. (7) An hini a drec’ho, a herito pep tra ; ha me a vezo he Zoue, hag hen a vezo va mab. (8) Mes, evit ar re aounic, ar re difeiz, ar re abominabl, ar muntrerien, an dud lubric, an ampoezonerien, an idolatred, hag an holl c’haouiaded, ho lod a zo el lenn ardant a dan hag a soufr ; he-man eo an eil maro.

(9) Neuze e teuaz d’am c’havout unan euz ar seiz eal ho doa bet ar seiz scudel leun gant ar seiz gouli diveza, hag e komzaz ouzin, en eur lavaret : Deuz, ha me a ziskouezo d’id ar vreg yaouank, greg an Oan. (10) Hag e tougaz ac’hanoun en spered var eur menez braz hag huel, hag e tiskouezaz d’in ar gear vraz, ar Jerusalem zantel, o tisken euz an env a-berz Doue, ha gloar Doue ganthi. (11) Skedus e oa evel eur mean precius meurbed, evel eur mean jasp, sclear evel cristal. (12) Beza he doa eur voger vraz hag huel, gant daouzec dor, hag e-tal an daouzec dor daouzec eal hag hanoiou scrivet varnezhe, pere eo hanoiou an daouzec tribu euz a vugale Israel. (13) Var-zu ar