Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/488

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
479
APOCALYPS, XII.



CHABISTR XII.



HOGEN, eur sin braz a oe gwelet en env, eur vreg gwisket gant an beol, hag al loar dindan he zreid, ha var he fen eur gurunen a zaouzec stereden. (2) Brazez e oa, hag e crie gant ar goentrou hag ar boan o wilioudi. (3) Eur sin all a oe gwelet ive en env : setu eun aerouant braz liou an tan, hag hen doa seiz pen ha deg corn, ba seiz curunen var he bennou ; (4) hag he lost a gasse ganthan an drederen euz a stered an env, hag ho zaolaz d’an douar. Neuze an aerouant a choumaz en he za dirag ar vreg a oa prest da wilioudi, evit devori he bugel pa vije ganet ganthi. (5) Hogen genel a reaz eur mab, pehini a dlie gouarn an holl boblou gant eur wialen houarn, hag he bugel a oe savet d’an neac’h etrezeg Doue hag etrezeg he dron ; (6) hag ar vreg a dec’haz en eun dezert, en pe leac’h hen doa preparet Doue eur plas dezhi, evit ma vije maget eno e-pad mil daou c’hant ha tri-ugent devez.

(7) Neuze e oe eur brezel en env. Mikeal hag he elez a gombatte a-enep an aerouant ; hag an aerouant a gombatte gant he elez. (8) Hag elez an aerouant ne oent ket ar c’hrenva, ha ne oe mui kavet ho flas en env. (9) Hag an aerouant braz, ar serpant koz, galvet an diaoul ha Satan, pehini a drompl ar bed holl, a oe sklapet var an douar, hag he elez a oe taolet d’an traon assambles ganthan. (10) Neuze e kleviz en env eur vouez vraz, hag a lavare : Breman eo deuet ar zilvidigez hag an nerz, ha rouantelez hon Doue, ha galloud he Ghrist ; rag tamaller hor breudeur, an hini a damalle anezhe noz-deiz dirag hon Doue, a zo bet taolet d’an traon. (11) Trec’het ho deuz anezhan dre oad an Oan, ha dre ar ger da behini ho deuz rentet testeni, ha n’ho deuz ket karet ho buez en tu-all d’armaro. (12) Rag-se en em rejouissit, envou, ha c’houi pere a zo enhe o choum. Mameur deoc’h-hu pere a choum var an douar ha var ar mor ; rag an diaoul a zo diskennet etrezeg enoc’h gant eur goler vraz, o c’bouzout penaos eo arru her be amzer.

(13) Hogen, pa velaz an aerouant e oa bet taolet d’an douar, e redaz varlerc’h ar vreg pehini he doa ganet eur mab. (14) Mes roet e oe d’ar vreg diou-askel an egl braz, evit ma c’halje nijal d’an dezert, d’he flas he-unan, e pe leac’h e oe maget e-pad eun amzer, hag amzeriou, hag an hanter euz