Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/482

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
473
APOCALYPS, VII.

euz he goler, ha piou a hello kenderc’hel en he za ?


CHABISTR VII.



GOUDE-ZE e veliz pevar eal en ho za var bevar c’horn an douar, hag a zalc’he ar pevar avel, evit na chouezje avel e-bed var an douar, na var ar mor, na var gwezen ebed. (2) Neuze e veliz eun eal all o sevel e costez ar Sav-heol, ha siel an Doue beo ganthan, hag e criaz gant eur vouez krenv d’ar pevar eal ho doa bet ar galloud da noazoud d’an douar ha d’ar mor, en eur lavaret : (3) Na noazit ket d’an douar, na d’ar mor, na d’ar gwez, ken hon devezo merket gant eur ziel servicherien hon Doue var ho zal.

(4) Hag e kleviz an niver euz ar re a oa bet merket : pevar ha seiz ugent mil a oe merket euz an holl dribuou euz a vugale Israel ; (5) euz a dribu Juda, daouzec mil merket ; euz a dribu Buben, daouzec mil merket ; euz a dribu Gad, daouzec mil merket ; (6) euz a dribu Ascer, daouzec mil merket ; euz a dribu Nephthali, daouzec mil merket ; euz a dribu Manasse, daouzec mil merket ; (7) euz a dribu Simeon, daouzec mil merket ; euz a dribu Levi, daouzec mil merket ; euz a dribu Issacar, daouzec mil merket ; (8) euz a dribu Zabulon, daouzec mil merket ; euz a dribu Josef, daouzec mil merket ; euz a dribu Benjamin, daouzec mil merket.

(9) Goude kement-se e selliz, hag e veliz eun niver braz ha na helle den ho c’hounta, a bep nation, a bep tribu, a bep pobl, hag a bep langach ; en em zerc’hel a reant en ho za dirag an tron ha dirag an Oan, gwisket gant saeou gwenn, ha palmez en ho daouarn ; (10) hag e crient gant eur vouez krenv, en eur lavaret : Ar zilvidigez a zeu euz hon Doue, pehini a zo azezet var an tron, hag euz an Oan. (11) Hag an holl elez en em zalc’he en-dro d’an tron, ha d’ar re Ancien, ha d’ar pevar aneval ; hag ar re-man en em brosternaz var ho bizach dirag an tron, hag ec’h adorjont Doue, en eur lavaret : (12) Amen ! Ar veuleudi, ar gloar, ar furnez, an actionou a c’hras, an henor ar galloud hag an nerz d’hon Doue, da virviken ! Amen.

(13) Neuze unan euz ar re Ancien a gommansaz da gomz, hag a lavaraz d’in : Piou eo ar re-ze a zo gwisket gant saeou gwenn, hag a be leac’h ez int-hi deuet ? (14) Ha me a lavaraz