Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/481

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
472
APOCALYPS, VI.


(5) Ha pa hen doe an Oan digoret an trede siel, e kleviz an trede aneval o lavaret : Deuz, ha gwel. Hag e selliz, hag e veliz eur marc’h du, hag an hini a oa var he gein a oa ganthan en he zorn eur re-balansou. (6) Hag e kleviz e-kreiz ar pevar aneval eur vouez, hag a lavare : Eur muzurad gwiniz evit eun diner, ha tri muzurad heiz evit eun diner ; mes diwall da goll an eol hag ar gwin.

(7) Ha pa hen doe an Oan digoret ar pevare siel, e kleviz mouez ar pevare aneval o lavaret : Deuz, ha gwel. (8) Hag e selliz, hag e veliz eur marc’h droug-livet ; hag an hini a oa var he gein, a oa he hano an Ankou, hag an Ifern a gerze var he lerc’h ; hag e oe roet dezhe ar galloud var ar bederved loden euz an douar, evit lakaad an dud da vervel dre ar c’hleze, gant an naoun, dre ar c’hlenved, hag al loened gwez euz an douar.

(9) Ha pa hen doe an Oan digoret ar pemved siel, e veliz dindan an aoter eneou ar re a oa bet lakeat d’ar maro abalamour da c’her Doue, hag abalamour d’an desteni ho doa dalc’het da rei. (10) Hag e crient a vouez huel, o lavaret : Pegeit, Aotrou Souveren, te, pehini a zo santel ha gwirion, e choumi c’hoas hep barna, hag hep venji hon goad a-enep ar re a zo o choum var an douar ? (11) Hag e oe roet saeou gwenn da bep hini anezhe, hag e oe lavaret dezhe gortoz c’hoas eun neubeud amzer, ken a vije peur-leuniet an niver euz ho c’hen-zervicherien hag euz ho breudeur pere a dlie beza lakeat d’ar maro evelthe. (12) Hag e selliz, pa hen doe an Oan digoret ar c’houec’hved siel, ha setu ma choarvezaz eur c’hren-douar braz, hag an heol a zeuaz da veza du evel eur sac’h reun, hag al loar a zeuaz da veza evel goad. (13) Ha stered an env a gwezaz var an douar, evel ma taol eur vezen-fiez he fiez glaz, pa vez hijet gant eur bar-avel. (14) Hag an env en em dennaz kuit evel eul levr a vez rollet ; hag an holl meneziou hag an holl enezennou a oe loc’het euz ho flas ; (15) ha rouane an douar, hag ar re vraz, hag ar re binvidic, ar c’habitaned hag ar re galloudus, peb esclav ha peb den libr, en em guzaz er c’haverniou hag e reier ar meneziou ; (16) hag e lavarent d’ar meneziou ha d’ar reier : Kwezit varnomp, ha kuzit ac’hanomp euz a brezans an hini a zo var an tron, hag euz a goler an Oan ; (17) rag deuet eo an devez braz