Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/478

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
469
APOCALYPS, IV.

drec’ho, me a lako anezhan da bilier en templ va Doue, ha n’ez ai ken er meaz ; hag e scrivin varnezhan hano va Doue, hag hano ar gear euz va Doue, ar Jerusalem nevez, pehini a zisken euz an env, euz a-gichen va Doue, ha va hano nevez. (13) Ra zeui an hini hen deuz diou-skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou.

(14) Scriv ive d’an eal euz a Iliz Laodicia :

Setu aman ar pez a lavar an Amen, an Test fidel ha gwirion, ar Pen-kenta euz a grouidigez Doue : (15) Anaoud a ran daoberou ; gouzoud a ran n’ez oud na ien na tom-bero. Oh! ma vijez bet pe ien pe 16 tom-bero ! (16) Evel-se, abalamour ma’z oud klouar, ha na’z oud na ien na tom-bero, me a daolo ac’hanoud er meaz euz va genou. (17) Rag te a lavar : Me a zo pinvidic, hag em euz dastumet madou, ha n’am euz ezom a netra ; ha na ouzoud ket penaos ez oud maleürus, ha mizerabl, ha paour, ha dall, hag en noaz. (18) Alia a ran ac’hanoud da brena diganen-me aour eprouvet gant an tan, evit ma vezi pinvidic ; (19) ha dillad gwenn, evit ma vezi gwisket, ha na vezo ket gwelet ar vêz euz da noazder, ha louzou da lakaad ouz da zaou-lagad, evit ma teui da velet. Repren ha castiza a ran ar re holl em euz karantez evithe ; az pez zel eta, ha distro. (20) Setu, emoun e-tal an nor, hag e skoan ; mar teu unan-benag da glevet va mouez ha da zigeri an nor d’in, ec’h antrein en he di, hag e koanin assambles ganthan, hag heñ assambles ganen. (21) An hini a drec’ho, me hen lakai da azeza ganen var va zron, evel ma em euz-me ive trec’het hag emoun azezet gant va Zad var he dron. (22) Ra zeui an hini hen deuz diou-skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou.


CHABISTR IV.



GOUDE kement-se a selliz, hag e veliz eun nor digor en env ; hag ar vouez kenta em boa klevet, henvel ouz hini eun drompil hag a gomze ouzin, a lavaraz : Sav aman, hag e tiskouezin d’id an traou a dle c’hoarvezoud goude ar re-man. (2) Ha kerkent e oenn ravisset en spered ; hag e veliz eun tron savet en env hag unan azezet var an tron-ze. (3) Hag an hini a oa azezet, a zeblante beza henvel ouz eur mean jasp ha sardoin ; hag eur ganeveden a oa en-dro d’an tron, ha da velet e oa henvel