Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/469

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
460
II. S. IAN.

penaos, mar goulennomp eun dra-benag hervez he volontez, e selaou ac’hanomp. (15) Ha mar gouzomp e selaou ac’hanomp, petra-benag a c’houlennomp, ec’h ouzomp hon euz diganthan an traou hon euz goulennet. (16) Mar gwel unan-benag he vreur o pec’hi dre eur pec’hed ha na gas ket d’ar maro, e pedo, ha Doue a roio dezhan buez ar re ne reont ket eur pec’hed hag a gas d’ar maro. Beza ez euz eur pec’hed hag a gas d’ar maro ; ne lavaran ket pedi evit ar pec’hed-se. (17) Pep tra fall a zo pec’hed ; mes beza ez euz eur pec’hed ha na gas ket d’ar maro.

(18) Gouzoud a reomp penaos piou-benag a zo ganet a Zoue, na bec’h ket ; mes an hini a zo ganet a Zoue, en em vir he-unan, hag an drouk-Spered na douch ket outhan. (19) Ni a oar penaos ez omp euz a Zoue, ha penaos ar bed holl a zo beuzet er fallentez. (20) Gouzoud a reomp ive eo deuet Mab Doue, hag hen deuz roet deomp an ententamant evit anaoud an Hini gwirion ; hag emomp en Hini gwirion-ze, en he Vab Jesus-Christ. Hennes eo ar gwir Doue, hag ar vuez eternel. (21) Bugaligou, en em virit ouz an idolou ! Amen.


————


EIL LIZER SANT IAN, ABOSTOL.


————



AN Ancien, d’an itron choazet, ha d’he bugale, pere a zo karet ganen-me er wirionez (ha n’e ket ganen-me hep-ken, mes ive gant ar re holl ho deuz anavezet ar wirionez), (2) abalamour d’ar wirionez a choum enomp, hag a vezo ganeomp da virviken : (3) Ra vezo ganeoc’h ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h, euz a-berz Doue an Tad, hag euz a-berz an Aotrou Jesus-Christ, Mab an Tad, er wirionez hag er garantez.

(4) Joa vraz em euz bet o veza kavet meur a hini euz da vugale hag a vale er wirionez, hervez ar gourc’hemen hon euz bet digant an Tad. (5) Ha breman e pedan ac’hanoud, itron, n’eo ket evel pa scrivjen d’id eur gourc’hemen nevez, mes an hini hon euz bet adaleg ar pen-kenta, ma en em garimp an eil egile. (6) Hag ar