Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/465

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
456
I. S. IAN, III.

ar Mab n’hen deuz ket ken neubeud an Tad ; an hini a anzav ar Mab, hen deuz ive an Tad. (24) Ra choumo eta enoc’h ar pez hoc’h euz klevet adaleg ar pen-kenta. Mar choum enoc’h ar pez hoc’h euz klevet adaleg ar pen-kenta, c’houi ive a choumo er Mab hag en Tad. (25) Hag ar bromessa hen deuz great deomp eo ar vuez eternel. (26) An traou-man em euz scrivet deoc’h divarben ar re a drompl ac’hanoc’h. (27) Mes an onction hoc’h euz recevet diganthan, a choum enoc’h ; ha n’hoc’h euz ket ezom e teufe den e-bed d’ho kelen ; mes evel ma teu an onction-ze da zeski deoc’h pep tra, ha ma’z eo gwirion, ha ma n’eo ket eur gaou, evel-se, hervez ma’z eo bet desket deoc’h ganthi, choumit enhan. (28) Breman eta, buga1igou, choumit enhan, evit ma hon devezo fizians, pa zeuio, ha n’hor bezo ket a vêz dirazhan en he zonedigez. (29) Mar gouzoc’h ez eo hen just, gouezit penaos piou-benag a ra ar pez a zo just, a zo ganet euz anezhan.


CHABISTR III.


GWELIT pebez karantez hen deuz diskouezet an Tad en hor c’henver-ni, pa’z omp galvet bugale Doue ! Ar bed na anavez ket ac’hanomp, abalamour n’hen deuz ket anavezet anezhan. (2) Bugale muia-karet, breman ez omp bugale da Zoue, hag ar pez a vezimp n’eo ket bet c’hoas diskouezet ; mes gouzoud a reomp penaos pa en em ziskouezo, e vezimp henvel outhan, rag her gwelet a raimp evel ma ema. (3) Ha kement hini hen deuz an esperans-ze enhan, en em burifi he-unan, evel ma’z eo hen he-unan pur. (4) Piou-benag a ra ar pec’hed, a dor ive al lezen ; rag ar pec’hed a zo eun tor-lezen. (5) Hogen, gouzoud a rit penaos Jeeus-Christ a zo deuet evit lemmel hor pec’hejou, ha penaos n’euz ket a bec’hed enhan. (6) Piou-benag a choum enhan, na bec’h ket ; piou-benag a bec’h, n’hen deuz ket gwelet anezhan ha n’hen deuz ket he anavezet. (7) Bugaligou, diwallit na deufe den d’ho trompla : an hini a ra ar pez a zo just, a zo just evel ma’z eo just he-unan. (8) An hini a ra ar pec’hed a zo euz an diaoul ; rag an diaoul a bec’h adaleg ar pen-kenta. Hogen, Mab Doue a zo deuet evit distruja oberou an diaoul. (9) Piou-benag a zo ganet euz a Zoue, na ra ket ar pec’hed, rag an had euz a Zoue a choum enhan ; ha na hell ket pec’hi, abalamour ma’z eo ganet euz a Zoue. (10) En