Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/463

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
454
I. S. IAN, II.

diskouezet, ha ni hon euz he gwelet, hag e roomp testeni anezhi, hag e tiscleriomp deoc’h ar vuez eternel, pehini a oa gant an Tad, hag a zo en em ziskouezet deomp ;) (3) ar pez hon euz gwelet ha klevet eo a ziscleriomp deoc’h, evit ma ho pezo-c’houi communion ganeomp. Hogen, hor c’hommunion a zo gant an Tad ha gant Jesus-Christ he Vab. (4) Ha ni a scriv an traou-man deoc’h, evit ma vezo parfet ho joa.

(5) Hogen, ar c’helou hon euz klevet diganthan, hag a ziscleriomp deoc’h, eo ma’z eo Doue sclerijen, ha n’ez euz tevalijen e-bed enhan. (6) Mar leveromp hon euz communion ganthan, ha mar baleomp en devalijen, e leveromp gaou, ha ne heulliomp ket ar wirionez. (7) Mes mar baleomp er sclerijen, evel ma ema he-unan er sclerijen, hon euz communion an eil gant egile, ha goad Jesus-Christ he Vab a neta ac’hanomp a bep pec’hed. (8) Mar leveromp n’hon euz ket a bec’hed, en em dromplomp hon-unan, hag ar wirionez n’ema ket enomp. (9) Mar c’hanzavomp hor pec’hejou, hen a zo fidel ha just evit ho fardoni deomp, hag evit netaad ac’hanomp euz a bep injustis. (10) Mar leveromp n’hon euz ket a bec’hed, e lekeomp anezhan da c’haouiad, hag he c’her n’ema ket enomp.


CHABISTR II.


VA bugaligou, scriva a ran an traou-man deoc’h, evit na bec’hot ket. Ha mar d’euz unan-benag hag hen deuz pec’het, hon euz eun avocat dirag an Tad, Jesus-Christ ar Just. (2) Hen eo ar zacrifis a adunvaniez evit hor pec’hejou ; ha n’e ket hep-ken evit hon re-ni, mes ive evit re ar bed holl. (3) Ha dre gement-man ec’h ouzomp penaos hon euz anavezet anezhan, mar miromp he c’hourc’hemenou. (4) An hini a lavar : Me em euz anavezet anezhan, ha na vir ket he c’hourc’hemenou, a zo eur gaouiad, hag ar wirionez n’ema ket enhan. (5) Mes an hini a vir he c’her, a zo en gwirionez karantez Doue parfet enhan, ha dre an dra-ze ec’h anavezomp emomp enhan. (6) An hini a lavar e ra he zemeurans enhan, a dle he-unan ive bale evel ma hen deuz-hen baleet.

(7) Breudeur, na scrivan ket deoc’h eur gourc’hemen nevez, mes eur gourc’hemen koz, an hini hoc’h euz bet adaleg ar pen-kenta ; ar gourc’hemen koz-ze eo ar ger hoc’h euz klevet adaleg ar pen-kenta. (8) Koulskoude, e scrivan deoc’h eur