Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/462

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
453
I. S. IAN, I.

den da goll, mes e teufe an holl d’ar gonversion. (10) Hogen, deiz an Aotrou a zeuio evel eul laer en noz ; en amzer-ze an envou a dremeno gant eun drouz vraz, hag an elemanchou entanet a vezo teuzet, hag an douar, gant al labouriou a zo enhan, a vezo devet holl. (11) O veza eta ma tle an holl draou-ze, dond da deuzi, na pe seurt tud ne dlefec’h-hu ket beza dre ar zantelez euz ho puez, ha dre ho piete, (12) o c’hortoz, hag oc’h hasta donedigez an dervez a Zoue, en pehini an envou entanet a vezo diforc’het, hag an elemanchou entanet a vezo teuzet ? (13) Hogen ni, hervez he bromessa, a c’hortoz envou nevez hag eun douar nevez en pehini ar justis a rai he zemeurans.

(14) Abalamour da ze, breudeur muia-karet, en eur c’hortoz an traou-man, grit ho possubl evit beza kavet dinam ha didamal dirag he zaou-lagad er peoc’h. (15) Ha credit penaos ar batianted vraz euz hon Aotrou eo ho silvidigez, evel ma hen deuz ive scrivet deoc’h Paol, hor breur muia-karet, hervez ar furnez a zo bet roet dezhan ; (16) hag evel ma her gra en he holl lizerou, pa gomz enhe euz an traou-man ; etouez pere ez euz lod dies da entent, hag a vez troet e-gin koulz hag ar Scrituriou all, gant tud heb anaoudegez ha di-assur, hag a ra kement-se evit ho c’holl ho-unan. (17) Rag-se, breudeur muia-karet, pere a zo bet berzet, bezit var evez, gant aoun da veza treinet gant tromplerez an dud impi, ha da zond da gweza deuz ho fermder. (18) Mes creskit en gras hag en anaoudegez hon Aotrou ha Salver Jesus-Christ. Ar gloar dezhan, breman, ha da viken ! Amen.


————


KENTA LIZER SANT IAN, ABOSTOL.


————


CHABISTR I.


AR pez a oa adaleg ar pen-kenta, ar pez hon euz klevet, ar pez hon euz gwelet gant hon daou-lagad, euz a behini hon euz sellet piz, hag hon euz touchet gant hon daouarn hon-unan, divarben Ger ar vuez ; (2) (rag ar vuez a zo bet